Yezh ha sevenadur breizh er vro
LANGUE ET CULTURE BRETONNES SUR NOTRE TERRITOIRE
Gant an UNESCO eo bet renket ar brezhoneg, evel an holl yezhoù « rannvroel » all eus Frañs, e-barzh ar rummad en arvar bras da vont da get. Mallus-kenañ eo. E-korf ur c’hantvedad eo digresket a-galz an niver a dud gouest da gomz : muioc’h eget ur milion a oa e fin ar Brezel bras, war-dro 100 000 hiziv (sontadeg TMO Rannvro Breizh 2024).
Met n’eo ket tonket an traoù, evel pep tra ez eo un afer youl bolitikel, e Douarnenez evel e lec’h all. Yezh ha sevenadur Breizh zo lañs ganto en hor c’horn-bro : dañsoù Breizh, atalieroù kanañ, sevenadur Douarnenez, ar brezhoneg… Ur startijenn boblek lañsus a zo abaoe un nebeud bloavezhioù ha danvez zo da gaout muioc’h en amzer da zont. Koulskoude ez eo treut ar peuriñ kostez ar politikerezh. Ar muianiver a-vremañ en deus kadarnaet live 2 ar garta ya d’ar brezhoneg, ar pezh a lak ac’hanomp er memes live hag e… 2008 ! Diaes eo lavaret ez eus bet graet araokadennoù meur neuze. Ha lod deuzouto zo bet graet a-drugarez da dilennidi an tu enep, evel da skouer lakaet divyezhek logo an ti-kêr.
Soñjal a ra da Douarnenez Kengret eo poent bras cheñch penn d’ar vazh ha mont war-zu ur gwir bolitikerezh yezh evit diorren plas ar brezhoneg, lakaat anezhañ war wel ha neuze reiñ tu da implijout anezhañ.
Setu hon engouestloù
- Souten hentenn divyezhek publik hor c’humun, o sevel da skouer ur c’houlzad kelaouiñ evit lakaat war wel spletoù an divyezhegezh (en Dz Mag paneveken), ur wech da vihanañ e-doug ar respet.
- Souten krouidigezh un hentenn divyezhek all war dachenn Douarnenez-Kumuniezh, lec’h ma vo goulennet, ha reiñ harp d’an dilennidi, d’ar c’hevredigezhioù, d’an annezidi.
- Diorren an tañva d’ar brezhoneg evit ar vugale e skolioù ar c’hentañ derez. Ma ‘z eus eus an dra-se dija, n’eo nemet evit un nebeud klasadoù.
- Lakaat e plas ar muiañ a draoù posupl kinniget gant ar garta ya d’ar brezhoneg. Ma vo start tizhout al live 3 evit poent (ret eo kaout div hentenn divyezhek war dachenn ar gumun) abalamour d’an niver a skolidi en holl, n’eus netra a vir ouzhomp da lakaat e plas muioc’h a oberoù. Ar garta n’eo nemet ur voestad ostilhoù, n’eo ket ar pal.
- Divyezhekañ en un doare reoliek an holl banelloù nevez pe pa vez erlec’hiet reoù gozh (skritelloù, panelloù straed…) ; hag ivez divyezhekañ pedadennoù ofisiel an ti-kêr.
- Skrivañ ur pennad e brezhoneg e-barzh an Dz Mag ouzhpenn an edito divyezhek.
- Kenderc’hel gant ar c’hentelioù brezhoneg e Douarnenez-Kumuniezh evit an implijidi a fell dezho deskiñ.
- Souten intrudu ar c’hevredigezhioù hag an dud evit pezh a sell ouzh yezh ha sevenadur Breizh.
Envel un dilennad·ez e-karg eus ar brezhoneg, fiziet e vo ennañ pe enni ar gefridi da heuliañ penaos e vo lakaet e pleustr hon holl engouestloù evit gwellaat plas ar brezhoneg e Douarnenez.
L’UNESCO a classé la langue bretonne, comme toutes les autres langues «régionales» de France, en grave danger d’extinction. L’urgence est là. En un siècle le nombre de locuteurs du breton s’est effondré : un peu plus d’un million au tournant de la Grande guerre, autour de 100 000 aujourd’hui (sondage TMO Région Bretagne 2024).
Mais ce n’est pas rédhibitoire, tout est une question de volonté politique, à Douarnenez comme ailleurs. La langue et la culture bretonnes ont le vent en poupe sur notre territoire : danses, chants, culture locale, langue bretonne… Le dynamisme populaire est là depuis plusieurs années et tend à se développer encore. Du point de vue politique, la soupe est encore un peu maigre. La majorité actuelle a signé le niveau 2 de la charte ya d’ar brezhoneg, ce qui nous permet d’être au même niveau qu’en… 2008 ! Difficile de ce fait de parler d’avancées significatives. Et certaines avancées l’ont été grâce aux élus de l’opposition, notamment la transformation bilingue du logo de notre ville.
Douarnenez Solidaire considère qu’il faut changer de braquet et tendre à une véritable politique linguistique pour développer la place et la visibilité du breton et ainsi donc favoriser son usage.
Nous nous engageons à
- soutenir la filière bilingue publique de notre commune, à l’école François Guillou, en passant notamment par une campagne de promotion du bilinguisme (Dz Mag par exemple) pendant le mandat.
- soutenir la création d’une autre filière bilingue sur le territoire de Douarnenez Communauté, là où la demande sera présente, en soutien des élus, des associations, des habitants.
- développer l’initiation au breton pour les enfants des écoles primaires. Si celle-ci existe déjà, ce n’est que pour quelques classes.
- appliquer le plus d’éléments possibles de la charte Ya d’ar brezhoneg. Si le niveau 3 est difficilement atteignable pour le moment (il faut deux filières bilingues sur la Ville) au regard de la population scolaire actuelle, rien ne nous empêche de mener plus d’actions. La charte n’est qu’un outil, pas une fin en soi.
- appliquer un bilinguisme systématique dans toutes les nouvelles signalétiques et lors des remplacements d’affichages (pancartes, panneaux de rues, etc.) ; et également dans les invitations officielles de la Ville.
- compter un article en breton dans le Dz Mag en plus de l’édito bilingue.
- poursuivre les cours de breton à Douarnenez Communauté pour les agents qui le souhaitent.
- soutenir les différentes initiatives des associations et habitants ayant trait à la langue et la culture bretonnes.
- compter parmi les élus du conseil municipal un ou une référent.e langue bretonne qui sera en charge de superviser l’application de l’ensemble de nos engagements pour améliorer la visibilité de la langue bretonne.